dcsimg
Image of rooibos
Creatures » » Plants » » Dicotyledons » » Legumes »

Rooibos

Aspalathus linearis (Burm. fil.) R. Dahlgren

Te ruz ( Breton )

provided by wikipedia BR
lang="br" dir="ltr">
Delioù rooibos

An anv te ruz a vez graet alies eus ar rooibos (distaget [rɔɪbɔs]), a dalv kement ha bodenn ruz en afrikaneg, a zo un died graet dre c'hlec'hiañ deil ar blantenn anvet heñvel, Aspalathus linearis hec'h anv skiantel. Ul legumaj eo e gwirionez.

Evet e vez en un doare hengounel e Suafrika met boutin eo deuet da vout ivez e broioù arall.

Er c'hontrol d'an te pe d'ar mate n'eus tamm kafein ebet ennañ, ha se eo a blij d'un darn vras eus an everien.

Gounezerezh an te ruz

Ne vez gounezet rooibos nemet en ur c'hornig-bro e rannvro Cederberg e proviñs ar C'hab. Peurvuiañ e vez glebiet an delioù ha lezet da c'hoiñ, da ober al liv rouzik. Graet e vez rooibos glas ivez, ha ne vez ket lakaet da c'hoiñ.

Ur banne te ruz

Gwelet ivez

license
cc-by-sa-3.0
copyright
Skrivagnerien ha kempennerien Wikipedia |
original
visit source
partner site
wikipedia BR

Te ruz: Brief Summary ( Breton )

provided by wikipedia BR
lang="br" dir="ltr">Delioù rooibos